An 30 skoliad eus an hentad divyezhek hag o c’helennerien Catherine Milin, Yoan Lestic-Kervran ha Fabris Cadou o deus bet ar enor bras da gejañ gant rapourien Plouz ha Foen pe Toutz (Gweltaz Foulon) ha Kavalou (Kadvael Jolived) d’al Lun 19 a viz Genver e skolaj Jacques Prévert e Kastell-Paol.
An daouad a gan e brezhoneg pe e saozneg evit un titl zoken o paouez dont er-maez e albom kentañ « An neb a glevo » (« da glevout mat ») e fin 2025. Aet eo ar maout ganto evit an Tremplin Taol-Lañs e brezhoneg e 2023, ha n’eus ket bet paouezet ganto abaoe : un tregont sonadeg bennak e 2025, un droiad e Bro-Euskadi, ur gouel vras e Kembre hag ur sonadag merzhet-mat e gouel ar Roue Arzhur e-kichen Roazhon e miz Eost tremenet ma oa deuet 60 000 a dud.
An daouad brezhonegerien-se, ambrouget gant DJ Yourica, zo en em gavet e lise Diwan Karaez. Fellout a ra dezho dre o zestennoù engouestlet diskouez ez eo ar brezhoneg ur yezh arzel hag e fell dezho ivez krouiñ liammoù petramant treuzkas d’ar rummadoù brezhonegerien yaouank evel ar skolajidi hag ar skolajidi sant-politan. Kement-se zo kaoz e oa bet kroget an emgav gant un abadenn goulennoù-respontoù leun a guriusted ha kendalc’het e oa bet d’en em soñjal dre welet reportaj ur c’hazetenner bet oc’h heuliañ an daouad e Gouel ar Roue Arzhur a-raok ma vefe kemeret ar mikro hag an daol-veskañ gant Toutz ha Kavalou evit kanañ 3 zon eus an abadennoù nevez-flamm hep disoñjal an abadenn dedi e brezhoneg evel-just.
Evit gouzout hiroc’h : https://www.pakerprod.bzh/artiste/p...
PLOUZ HA FOEN AU COLLEGE ! RAP EN BRETON.
Les 30 élèves de la filière bilingue breton-français et leurs enseignants Catherine Milin, Yoan Lestic-Kervran et Fabris Cadou ont eu l’immense privilège de rencontrer les rappeurs de Plouz ha Foen alias Toutz (Gweltaz Foulon) et Kavalou (Kadvael Jolived) le lundi 19 janvier au collège Jacques Prévert à St-Pol-de-Léon.
Le duo qui compose et chante en langue bretonne voire en anglais pour un titre vient de sortir son premier album « An neb a glevo » (« à bon entendeur ») fin 2025. Fondé en 2019, ils ont remporté le tremplin des créations musicales en langue bretonne en 2023 et depuis rien ne les arrêtent : une trentaine de concerts en 2025, une tournée au Pays Basque, un festival au Pays de Galles et une prestation remarquée au festival du Roi Arthur près de Rennes en août dernier où 60 000 personnes sont venues.
Ce duo de bretonnants accompagnés sur scène de DJ Yourica s’est rencontré au lycée Diwan de Carhaix. Ils veulent par leurs textes engagés montrer que la langue bretonne est créatrice, artistique et créer des passerelles avec les jeunes générations de bretonnants comme les collégiennes et collégiens saint-politains. La preuve en est la rencontre commencée par une séance question-réponses riche en curiosité et réflexion s’est poursuivie par le visionnage du reportage d’un journaliste ayant suivi le duo au Festival du Roi Arthur avant que Toutz et Kavalou ne prennent le micro et la table de mixage pour chanter 3 morceaux issus du tout nouvel abums sans oublier la séance de dédicaces en breton bien sûr.
Pour en savoir plus : https://www.pakerprod.bzh/artiste/p...




